Pozitron

War dachenn fizik ar partikulennoù eo ar pozitron, pe poziton, an antipartikulenn stag ouzh an elektron.

Diouganet gant Paul Dirac e 1928 e teuas ar stumm antimateri-se da vezañ an hini kentañ bet anataet dre arnodiñ (Carl David Anderson, 1932).

Karg elektrek ar pozitron a dalv +1 eV (p'eo -1 eV hini an elektron). Memes spin hag memes mas en deus evel an elektron.

Pa vez anihilet ur pozitron gant un elektron e vez treuzkemmet o mas da energiezh dindan stumm daou foton gamma.


Developed by StudentB